« Hep dec’h hag hep warc’hoazh, hiziv ne dalv ket c’hoazh. » Ouzh moger sal-degemer vrav burevioù ar gevredigezh Kenleur, en Alre, e c’heller lenn pozioù Per-Jakez Helias. Ur frazenn hag a glot penn da benn ouzh ar plac’h yaouank a zegemer ac’hanomp. Youena Baron, meleganez mousc’hoarzhus, a zo ur vaouez gwriziennet don, troet war an dazont met emgouestlet en amzer a-vremañ. Hag en he c’hrouidigezhioù e vez gwelet kement-mañ diouzhtu. Ar skritelloù ijinet ganti evit Kenleur a zo awenet gant hengoun ar vro, met gwisket gant livioù flamm ar bed a-hiziv.
Plac’h bro Wened, merc’h d’ur gelennerez war an arzoù ha livourez, ha d’ur stourmer bet krouet gantañ an hentennoù divyezhek ...
[Courte citation de 8% de l'article original]